Ha karet hoc'h eus hor skol kalz, gant youl pe foll ? Neuze, na zisoñjit ket muioc'h ha deuit ganeomp en ur vezañ a-youl vat !
Komzoù digant tud a youl vat
Kejañ a ran gant ar gevredigezh Moguérou daou vloaz zo pa oan aet da chom da Roscoff gant ma familh. Adalek ar penn-kentañ e oan bet dedennet gant engouestl ha lusk ar gevredigezh-se, setu ma'z on aet da gentañ e-barzh ar gevredigezh evel youl vat. Ar bloaz-mañ em eus divizet mont e-barzh burev ar gevredigezh evit gellout kas ma barregezhioù da servij ar gevredigezh ha dre vras reiñ ma amzer d’ar skol. Ar pezh a blij din evel youl vat eo en em gavout gant kerent, bugale, roskovited… Met ivez bezañ gouest da gemer perzh en aozañ abadennoù ma vez ar c’honvivialded hag an eskemm etre ar gerent a-raok.
Da gentañ e oan kouezhet dindan strobinell ar skol gaer-se hag ar sioulder a oa ennañ, c'hoant am boa da gejañ gant izili ar gevredigezh evit bezañ brezhoneger da gentañ. Plijout a rae din ar raktresoù met dreist-holl entanet, nerzh ha kenskoazell ar skipailh o deus roet c'hoant din da gemer perzh muioc'h. Distroet on d’ar burev ar bloaz-mañ, n’em eus ket keuz rak klotañ a reomp holl an eil gant egile hag ur blijadur eo atav d’an holl en em vodañ evit lakaat e pleustr hor stignadoù niverus.